Français

     English         

Degemer mat e Iliz Itron Varia Lourdez.

Unan eus ilizoù parrez Santez Katalin ar Porzh Bihan. Setu un nebeut titouroù evit dizoleiñ  istor pinvidik an iliz-mañ.

Etre 1931 ha 1958 eo bet savet iliz ar Pont Kent. Krouet eo bet gant Jean hag Yves Liberge. Troet eo trema ar Su, gant un talbenn uhel war-zu hent Roazhon. Met un iliz all a oa bet savet a-raok, en XIXvet kantved.

E 1882 ha 1885, 5 penn-bras eus Naoned hag Orvez o doa o zi e-kichen ar Pont Kent : Joseph Vincent, marc’hadour ha kivijer, Charles Pellerin, marc’hadour, Louis Fortin, marc’hadour, François Lechat, noter, hag Alexis Jobart, bet noter. Skrivañ a rejont d’an eskob evit ma vefe savet ur chapel eno.  Pell a-walc’h eus ilizoù Sant Felix ha Sant Similian e oa an dud o chom er c’harter. E 1882 e prenas ar 5 penn-bras an dachenn « la tenue Decrais » evit 25000 lur. Ha goude-se e voe galvet  tud ar c’harter d’ober profoù hag a zo bet uhel a-walc’h o live evit sevel ur chapel.

Asantet eo bet ar raktres gant en Eskob ha melestradurezh ti-ker Naoned, ha kroget e voe sevel ar chapel e miz Meurzh 1885. An Aotrou Liberge eo ar c’hrouer, hag an Aotrou Drouin ar savour. Koustet he-deus ar chapel 33000 lur a-benn ar fin, abalamour d’an diazezoù hag oa ret kreñvaat. Pa voe echu ar chapel, e teuas  Aotrou person  Sant Felix d’ar 15 a viz Du 1886. Setu ar pezh a skrivas : « Kempennet eo al lec’h. Simpl eo an aoter, ar maen sakr hag an armel-sakr a zo hervez lezenn an Iliz. Tri fezh dilhad-lid a zo bet diskouezet din : an hini kentañ e liv aour, an eil e liv limestra, an trede e du. Nebeut a zilhad-lid a zo, gwir eo, met a-walc’h ha mat eo tout ar pezh a zo eno. » Aotreet e voe gant an eskob digeriñ ar chapel , met ne oa nemet ur chapel brevez. Benniget e voe, ha digoret eo bet d’an dud d’an 21 a viz Du 1886.

Daoust da enebiezh  Aotrou person Sant Felix,e teuas tamm ha tamm ar chapel da vevañ evel ur barrez : ur c’hloc’h 25 kilo, un «Hent ar Groaz », telvennoù, hag ur presbital a voe prenet. E 1892 e tegemer ar chapel etre 200 ha 300 den bep sul. Ur skol evit ar merc’hed a zo digoret e 1893, gant  c’hoarezed Sant Filberzh. Anvet e voe Itron Varia Lourdez e 1896.

Met  n’eo nemet d’ar 25 a viz Ebrel 1926 e vo digoret ez-ofisiel ar barrez nevez. An Tad Poupard eo bet an Aotrou person kentañ. Buan a-walc’h eo deuet da vezañ re vihan ar chapel hag e 1931 eo bet divizet sevel raktres un iliz nevez. D’ar 31 a viz Genver 1937 e voe benniget gant an Aotrou Villepelet, eskob Naoned. Prest e oa an iliz nevez da zigeriñ he dorioù d’ar barrezioniz, met ne oa ket echu c’hoazh rak mankout a rae arc’hant. En abeg d’an eil Brezel-bed ne voe ket echu ar savadurioù ken abred hag ar pezh a oa raktreset. Gwastet eo bet an talbenn  gant ur gorvetenn e miz Meurzh 1951. Echu e voe e 1957 an talbenn  ha n’eo ket an hini  a oa rakwelet gant ar savourien.

E fin ar bloavezhioù 70 e voe graet un nebeut labourioù en iliz :  lakaet eo bet an aoter en a-raok, e lec’h m’emañ hiziv, livet  eo bet mogerioù diabarzh an iliz e gwenn, lakaet e voe rideier evit gwelaat ar glevedigezh.

E 2005 en em unanas ar parrezioù Sant Dominig, Sant Frañsez Asiz hag Itron Varia Lourdez kendeuzet en ur barrez nevez : Santez Katalin ar Porzh Bihan. An anv-se a zo bet dibabet en eñvor d’ur chapel Santez Katalin savet er grennamzer war hent Chapel an Erzh, e Ker Chaillou. E 2020 eo bet savet ur groaz e kreiz an iliz. Livet eo bet gant an arzour breizhat Kerozen, hervez ikonenn manati Tibhirine e Bro Aljeria. Graet eo bet en eñvor d’an Tad Celestin Rigneard, bet beleg e karter ar Boissière e-pad 20 vloaz, ha deuet da vezañ manac’h e Tibhirine. Lazhet eo bet gant sponterien muzulman e 1996. Un ikonenn eo hag a ziskouez war ar groaz Jezuz adsavet a varv da vev. War ar groaz eo skrivet e yezh arabek : « Adsavet eo ».

An ikonenn a-gleiz a ziskouez Santez Katalin Siena, gant teir iliz ar barrez. Al livadur a-zehou a ziskouez an Drinded Santel hervez ikonenn brudet Roubiev.

Plijadur vat deoc’h en iliz ha kenavo.

Articles récents

Retour sur le pèlerinage diocésain à NDL

Comme chaque année, nous étions nombreux, de notre paroisse et de tout le diocèse de Nantes, valides et handicapés, rassemblés dans la joie et la foi autour de la Vierge Marie pour le traditionnel pèlerinage de la grotte de Lourdes du Pont du Cens. Le pèlerinage de...

La fête des 20 ans approche !

La fête des 20 ans de notre paroisse aura lieu le dimanche 21 septembre. Nous serons réunis dans la joie avec nos talents variés !  N’oubliez pas de vous inscrire vite avant le lundi 15 septembre pour vivre ensemble cette journée festive. L’inscription est nécessaire...

Ils sont arrivés !

Vous les avez croisés dans le quartier et dans les commerces de la Bourgeonnière !  Les étudiants et jeunes professionnels sont arrivés !  Quelques-uns donneront leur témoignage en "live" dimanche 28 septembre après la messe de 10h à St François. Cliquez ici pour...

Pèlerinage diocésain au Pont-du-Cens

Attention !! Changement de dernière minute !!!! Au vu d'une météo incertaine, la journée du dimanche ne peut malheureusement pas avoir lieu à la grotte de Lourdes au Pont-du-Cens. Donc rendez-vous dimanche matin à l’église Notre-Dame de Lourdes (26 route de Rennes, à...

Bulletin de septembre 2025

Cliquez ici pour télécharger le bulletin de septembre 2025 Cliquez ici pour télécharger les intentions de messe de septembre 2025

Revenus de Rome le « cœur tout brûlant » !

Veni, vidi...jubilavi !  Ils sont venus, ils ont vu et....ils ont jubilé ! Les jeunes de notre paroisse qui ont eu la grâce de participer au Jubilé des Jeunes, en compagnie d’un million de jeunes du monde entier, nous sont revenus, un peu fatigués ! mais le cœur...