Français

     English      

Degemer mat er vougev-santual e Pont Kent, e kreiz an natur ! Setu un tamm titouroù diwar-benn istor al lec’h-mañ.

Krouet eo bet e 1936 ar vougev en ur vengleuz gant an Tad Ollivier, bet Aotrou person d’ar mare-mañ. Eilañ a ra ar vougev-santual eus Masabiel, e Lourdez, ha digoret e voe d’ar 6 a viz Gwengolo 1936, gant 2000 den. En abeg da zalc’hidigezh an nazied, ne oa ken pusubl ober pic’hirinajoù e Lourdes, setu perak an Aotrou Villepelet, eskob Naoned a reas ur pic’hirinaj amañ en 1941.

E fin ar brezel, ne voe ket bombezennet an iliz. E miz Even 1944 e voe kinniget ur pic’hirinaj bras, evit degemer Itron Varia Boulogne : ugent mil den ez eas da gemer perzh en oferenn dirak ar vougev-santual. Ha goude-se d’ar 14 a viz Here 1945 e teuas miliadoù a zen bet prizoniad ur wech all evit pediñ ar Werc’hez.

Ar vougev a zo bepred ur santual, e lec’h ma teu kantadoù a zen bep bloaz er miz Gwengolo evit pediñ an Itron Varia. Ma fell deoc’h pediñ setu pedennoù anavezet mat

Pedenn da Vari

Me ho salud, Mari, leun a c’hras,
An Aotrou Doue a zo ganeoc’h.
Benniget oc’h dreist an oll gwragez,
Ha benniget eo ar frouez euz ho korf, Jezuz.
Santez Mari, Mamm da Zoue,
Pedit evidom, pec’herien,
Bremañ ha da eur hor marv. Amen !

Hon Tad

Hon Tad hag a zo en neñv,
Hoc’h anv bezet santelaet ;
Ho rouantelezh deuet deomp ;
Ho polontez bezet graet war an douar evel en neñv.
Roit deomp hiziv hor bara pemdeziek.
Pardonit deomp hor pec’hedoù,
Evel ma pardonomp d’ar re o deus manket ouzhomp.
Ha n’hon lezit ket da gouezhañ en temptadur,
Met hon diwallit diouzh an droug.

Paroisse Sainte Catherine du Petit Port – Nantes

> ND de Lourdes
> St François d’Assise
> St Dominique

Indiquez votre email pour recevoir le bulletin paroissial :